Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/148

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 132 —

tevi gant eur garantez vras evit Doue, hag e stagas he zellou oc’h ar groaz ; deuet oant da veza leun a zaelou.

Ar Vretoned koulskoude a dostae atao.

— « Truez ! Truez ! » eme an dispac’her dare da vervel gant ar spont.

An aotrou Doue pe e eal a zigasas neuze d’ezi eur mennoz eus an nenv. Kemeret a reas ar gwiskamant chouan edo o paouez dresa hag her c’hinnigas d’an « hini glas, » o lavaret :

— « Delit, kemerit ha gwiskit an dilhad se ; lakit ivez ar mouchouar ma endro d’ho penn ha gourvezit war ar gwele-ze oc’h ober neuz da gousket… N’ho pezet nep aon, n’ho tiskuilhin ket !… »

Goude e serras ar ridoj, hag o veza kemeret he c’hegel ec’h en em roas da neza. Tremen poent e oa ; a-veac’h m’he doa kroget en he inkin, ma teuas ar Re Wenn en ti.

— « Digarezit ac’hanomp ma teuomp evel se en ho ti, emezo da Ivona ; ni a zo war-lerc’h unan eus an amprevaned lous ha digalon-ze a ra kement a reuz e Breiz… N’hoc’h eus ket e welet ?… Ho tigarez c’hoaz, c’houi eo an demezel a Vodenil ? »

Unan aneze a yeas d’ar gwele hag a zigoras ar ridoj :

— « Unan ac’hanomp eo, » emezan, o welet e zilhad.

— « Komzit goustad, eme Ivona ; kousket eo, diwalit d’e zihuna. »

Hag ar Re Wenn a yeas er-meaz. P’oant eat pell a-walc’h, ar plac’h yaouank kalonek a lavaras d’an tec’her :

— « Savit hag it gant hoc’h hent, n’eus mui risk ebet evidoc’h. »

An dispac’her a yoa teneraet e galon hag a fal-