Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/147

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 131 —


Setu hen o poulza an nor, hag e-barz :

— « Saveteit ac’hanoun, emezan, kuzit ac’ha noun !… »

O klevet kement-se, Ivona a zavas soun war he divesker ; hag hen a lavaras adarre : « Ar Re Wenn a zo war va lerc’h. Aze emaint… Erru int… Emaint o klask va buez. Kasoni o deus ouzin, rak, emezan, evel unan hag a goll e skiant vat, anaout mat a reont ac’hanoun ; me a zo unan eus ar re o deus lakeat an tan el maner-ze ha lazet ar vamm hag he bugale. »

Ivona a yeas war an adrenv, spontet oll, sklaset evel ar maen-marbr ; hag o veza kemeret eun tamm hardiziegez e lavaras :

— « C’houi neuze a zo unan eus muntrerien va zad ! Hag eo ganen-me, merc’h an itron a Vodenil, eo e teuit c’houi da c’houlen beza miret dioc’h kounnar va mignoned ?, Nan, nan ! er-meaz, ha buan ! pa lavaran d’eoc’h ! »

An den a gouezas d’an daoulin : « Truez ! truez ! » emezan.

— « Truez ! Va breudeur ha va c’hoarezed ivez a c’houlenne truez diganeoc’h, ha ne oent ket selaouet. C’hoaz eur wech, er-meaz ! »

— « Erru int… emaint aze… », a lavaras c’hoaz ar muntrer o vont a ruzou betek treid an demezel a Vodenil.

Houma, o klevet youc’hadennou skiltrus ar Re Wenn, a daolas eur zell war ar groaz a yoa eno war vantel ar siminal, evel a zo e pep ti breizad. Bannou an heol a goueze dres war memprou benniget hor Zalver Jezuz-Krist ; dont a rea eus zaouarn hag eus e dreid evel luc’hedennou a drugarez hag a vadelez.

En hevelep amzer, Ivona a zantas he c’halon o