Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 130 —

ni tud kablus hag a stagas he Mab oc’h ar groaz. Pedit anezi, pedit ’ta !… »

— « N’em eusket gallet hen ober bremaik ; nan, ne c’hellan mui pedi. »

Eur paotrig a zek vloaz pe war-dro a deue d’an daoulam oc’h hopal eus e holl nerz :

— « Deuit buan, aotrou person, unan eus du-ma a zo gloazet, ema o c’houlen ac’hanoc’h araok mervel. »

— « Mont a ran dioc’htu », ema ar beleg o trei ouz ar bugel ; hag endra ma pellea e sellas oc’h Ivona evit lavaret d’ezi : « Pedit ha pardonit ! »

An demezel a Vodenil a yeas buan d’al leac’h m’oa beziet he zud.

— « Unan a zo c’hoaz ha n’eus ket paeet eviti », emezi. Bez’ ez oa bez eur bugel a zaou vloaz, eur plac’hig koant evel eun eal. A c’horre an nenvou e seblante mousc’hoarzin oc’h he c’hoar vras ha lavaret d’ezi gant eur vouez dudius : « Perak kailhara va hano gant ar gwad hag ar c’hastiz ? »

Hogen, kalon Gwrac’h an aochou a yoa re galedet evit beza teneraet ; mont a reas eus al leac’h tenval-ze, sanket dounoc’h en he fenn ar c’hoant da gastiza ar vuntrerien, hag ez eas da dour koz Penneril evit diskuiza eun tammig.

Demdost di ez oa eur penn ti dilezet ; eno eo e kavomp anezi eun nebeut derveziou a-c’houdevez gwisket evel eur Vretonez diwar ar meaz hag o labourat ter da zresa dilhad eur Chouan.

Eun trouz digustum a reas d’ezi sevel he fenn ; skrija a reas o welet eun den, dremm fall d’ezan, kalabousen ruz war e benn, o vont hag o tont endro d’an ti, pe gentoc’h, d’al leac’h a zerviche d’ezi da lojeiz.

Tom e oa an amzer, sklear an heol, hag an den-ze a grene evelato !…