Great he devoa, ar plac’h kez, meur a gammed pa welas eur beleg koz o tont etrezek enni. Anaout a reas dioc’htu aotrou person Lokoal.
— « Deiz mat d’eoc’h, va merc’h, eme ar beleg, penaos e teuit-hu a-benn da c’houzanv eur vuez ken kalet ? Seblantout a rit beza yac’h, a drugare Doue. »
Ivona a ruzias ; mouez ankeniet ar beleg a zeblante d’ezi beza eur rebech, hag e chaokas eun nebeudig komzou da respont.
— « Pegouls eta, va merc’h, eme ar person adarre gant eur vouez rust, pegouls e kavin-me ennoc’h ar baotrezig vadelezus ez oac’h gwechall ? »
— « Morse, kredabl eo, va zad, morse ! rak gwechall a zo tremenet ; ne vevan mui nemet evit ober d’ezo paea ! »
Chom a rejont eur pennad dilavar, hag ar beleg a gomzas :
— « Taolit evez, merc’hig vihan, en deus Jezuz great trugarez d’ar re hen lakea d’ar maro ! »
— « Lazet o deus d’in va zad ha va vamm… »
— « Ar Werc’hez Vari he deus pedet evit enebourien he mab. »
— « N’eo ket bet a walc’h d’ezo ; lazet o deus ivez va breudeur ha va c’hoarezed ! C’houec’h e oant, her gouzout a rit, va zad, c’houec’h bugel divlam !… »
— « Mari n’he devoa nemet eur Mab hepken ! Hag ar Mab-se a yoa Doue ! »
— « Selaouit, emezi, (hag e save he mouez), lakeat o deus an tan e Penneril, maner koz va zadou ; emzivadez oun brema, hep m’am befe na ti nag aoz ; n’hellan ket ankounac’haat. »
Ar beleg koz a yoa mantret.
— « Ivona, emezan, dalc’hit sonj mat he deus ar Werc’hez Vari kemeret ac’hanomp evit he bugale,
10.