Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 124 —

zellet ouzit-te, va ozac’h, » a lavaras kerkent ar wreg kroget ar c’helien enni.

— « Mat eo ! mat eo ! va gwreg, eme ar gwaz. Laka da goef eünoc’h atao, ha kuz dindannan ar c’huchennadou bleo gwenn a zo a istribilh oc’h da ividigou. »

— « Ha te, va faotr, eme ar wreg, laka da zaou zourn da guzat an daou brenestr a zo digor war bennou da zaoulin. »

— « Me a gred d’in, komerez, n’eo ket dereat da zaou bried a zoare, evel ma’z omp, beza dalc’hmat oc’h en em beilha evel-se. An dra-ze n’oa ket kalz a dra war an douar ; ama avat, en nenvou, ne vije ket brao klevet trouz. Setu ar brosesion war hed tregont kammed. Ema sant Per o vousc’hoar zin ouzomp gant madelez. N’hon deus ket a zilhad kaer, gwir eo ; bezomp laouen evelato, evel da zeiz sul ; an henor a reer d’eomp a dalv kement-se. »

Sant Per a zigoueze betek enno.

— « Deiz mat, va mignoned ! eme ar zant. Edoc’h o tont du-ma, her gwelet a ran. Mat, mat sur. Bretoned ! Plijadur am bez atao o tigemeret tud ho pro. N’eus ket bet lavaret d’in e tliec’h dont, n’eus forz a ze ; bez ez eus meur a gador vak du-ze, re gaer zoken, me lavar d’eoc’h. Gwasa zo, n’em eusket kalz a amzer da jom da varvailhat ganeoc’h. Lavaret ez eus d’in e teu eun den pinvidik bras, hag e rankan mont buan d’hen diambroug, pe e vezo drouk-laouen an Aotrou Doue. Mar hoc’h eus c’hoant da zont ivez, n’hoc’h eus nemet en em lakaat etouez ar zent hag ar zantezed, hag evel-se ho pezo ivez roet eun tammig henor d’an hini ez eomp da zigemeret. »

Ha sant Per da vont adarre gant e hent. An daou