Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —

baour koz a gemeras al lost hag a yeas ivez da heul ; ne gredent ket avat trei o fenn da zellet en dro d’ezo, kement ez oant mezek.

— « Ac’hanta, Fanch, a lavaras ar wreg, gant piou ac’hanomp ema ar wirionez ? N’eo ket ganez-te, da vihana ; ha n’eo ket d’ar re binvidik eo e vez great muia trein en nenv kouls ha war an douar ? »

— « Marc’harid kez, anzav a rankan ez oun berwelet ; va zammig skiant vat, a gredan, a zo eat war an tu gin… Ha koulskoude, n’eus ket da lavaret, komzou an Aviel a dle beza ar wirionez ganto… »

— « Petra eo a zo oc’h ober dieas d’eoc’h ’ta, va zud vat ? » a lavaras eur zant koz a deue war-lerc’h ar re-all, beac’h d’ezan o vale.

Ar vaouez eo a gomzas evit he gwaz :

— « N’hell ket dont a-benn da c’houzout, emezi, na me ken nebeut, kaer am eus brouda va zammig spered, perak e laka sant Per kement a gemm etre an digemer a ra d’ar paour ha d’ar pindivik. Ar binvidien o deus bet, evel a leverer, o baradoz war an douar ; hon aotrou person koz koulskoude a hanve ar beorien izili gouliet hor Zalver Jezuz-Krist. Seblantout a ra d’in e tlefe beza great kaeroc’h da izili hor Zalver Jezuz-Krist ma vije eur c’hem bennak da ober etre eur rummad hag egile. »

— « Eun dra bennak a wir a zo er pez a livirit d’in aze, daoust ma welan sklear ez oc’h bet flemmet gant eur goz kelienen. M’ho ped da deurel evez mat ouz ar pez ez an da lavaret d’eoc’h brema. Ar re baour eveldoc’h, hag a zo, evel ma livirit ker mat, izili gouliet hon Zalver Jezuz-Krist, ar re baour a ya hag a deu dre zor ar baradoz evel tud hag a zo en o zra, kement ha ker brao ma’z eo bet red da zant