Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —

eun digemer eus ar grana da unan pe… da veur a hini.

Hogen, an den, pe… an dud-se, piou e oant ?… Sonjal a walc’h a reant, ha koulskoude hini ebet anezo ne grede lavaret d’egile ar pez a yoa war e spered. Hag e sellent a gorn an eil ouz egile, hag e save c’houez enno… Mousc’hoarzin a rankent o welet kement-all. Hag, e gwirionez, daoust ha ne zougent ket en o c’herc’hen holl aroueziou ar baourantez, a gas da blasou kenta ar baradoz ?

Great ganto o labour, ar zent ha santezed a yeas war diou renkennad, hag a deuas daou ha daou er-meaz eus ar baradoz. Sant Per a yoa da genta, hag ar re-all a deue war e lerc’h, bannielou, skourrou palmez, garlantez ha kurunennou ganto, hag ez eant goustadik ’trezek an daou bried.

— « Lavaret a ran d’it, va gwreg, eme an den koz, n’ouzon petra da zonjal eus kement ma ; lavaret a rafed e teuont da ambroug ac’hanomp. »

— « Ya, ya, va den, lavaret a rafed sur. N’em eus mui douetanz ebet zoken. Sell ta, ema an eal o tiskouez ac’hanomp gant e viz, hag ar zent a zeblant kaout kalz a levenez ouz hor gwelet… Gra ’ta d’ezo ar zalud gant da zourn, p’eo gwir n’ec’h eus tok ebet… Gra c’hoaz ! c’hoaz ! buanoc’h ! buanoc’h ! hag izelloc’h !… Dal ! setu m’eo bet darbet d’in koueza, kement e stouen !… A ! ma welfe ac’hanomp ar re binvidik a zo aze, en traon, nak a zisplijadur o defe !… N’eus forz, karet em bije beza gwisket kempennoc’h evit mont dirak ar zent ha santezed-ze gwisket a aour hag a berlez… »

— « An dra-ze avat, va gwreg, a zo eun dra sklear, a lavaras an ozac’h, ne vezo ket sellet nemeur ouzit pa vezi gwelet a dost. »

— « Hag ar zantezed ne vezint ket douget da