Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 119 —

d’ar baradoz ; brao-tre e kavent ar vali bindivik o doa da heul evit mont d’an eürusded. Ha perak n’o divije ket kemeret o amzer, p’eo gwir e oant sur eus o baradoz.

Mont a reant eta laouen-bras, o zal diroufen, ar mousc’hoarz war o muzellou, hag ec’h event o gwalc’h eus ear yac’h ar baradoz. O zeodou zoken a yoa distagellet-mat ; selaouit anezo :

— « Ac’hanta, gwreg, a lavare ar gwaz, petra lavaren-me d’it dalc’hmat ? Ha petra leverez eus an digemer en deus great an Aotrou Doue d’eomp ? »

— « A ! va gwaz paour, emezi, ya, ar wirionez a yoa ganez ; digemeret brao omp bet gant an Aotrou Doue. Ha piou en divije kredet morse e vije bet digemeret gant kement a henor tud eus hor seurt, daoust d’an truilhou a yoa war hor c’hein ha d’ar boutou-ler diseul a yoa ouz hon treid ?... Piou en divije lavaret e rajed en nenvou eur seurt digemer da dud hag a yoa war an douar reuzeudikoc’h eget chas, a veze sellet outo gant dispriz, pa zelled outo zoken, rak d’ar peurliesa e tec’hed diouzimp evel ma tec’her diouz ar vosen. »

— « Sell, maouez, ama en nenvou, evel em eus lavaret d’it kant gwech, ama n’ez a ket an traou evel du-ze, war an douar. Ha koulskoude, santez Anna ! red mat eo d’in anzav, n’edon ket tre em eaz bremaik, abalamour ma c’helled gwelet dre doullou va bragou n’oa, siouaz ! roched ebet war va c’hroc’hen. Te da-unan, gwreg paour, ya, te da-unan, sellet em eus ouzit, te a yoa dieas ; lakaat a rees da boan evit beza dereat dirak ar zent hag ar zantezed a rea an dro d’Hor Zalver. A drugare Doue, den ebet, a gement ma ouijen, n’eo bet re zouezet o welet da zivesker noaz. »

— « Tra ! tra ! eme ar wreg, en eneb eo ; n’ec’h