Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


MUIOC’H A HENOR D’AN DUD PINVIDIK
            ER BARADOZ KOULS HA WAR AN DOUAR


————


Bevet o doa o daou e-kreiz ar vrasa dienez, en enkrez, er renk izella e-touez an dud hag e oant deuet brema da veza koz an eil hag egile.

Pa astennas ar gwaz e gorf evit ar wech diveza war an dournad plouz a dalveze d’ezan da wele, ar vaouez a welas a-walc’h edo o vont da goll an hini a yoa bet he skoazel. Kregi a reas enni eun anken vras, hag o veza ne gave mui an nerz-kalon a vije bet red d’ezi kaout evit kenderc’hel da vale he-unan war hent ar vuez, setu hi oc’h asten ivez he faour kez korf e-kichen hini he gwaz.

Mervel a rejont unanet er maro, evel ma ’z oant bet unanet er vuez ; o daou e tihunjont d’an hevelep pred war dreuzou ar bed-all ; o daou ez ejont harpet an eil war egile dirak barnedigez an Aotrou Doue ; hag o daou ivez e oent salvet. Hor Zalver a roas d’ezo eur paper evit mont da gaout sant Per da lavaret d’ezan digeri d’ezo dor ar baradoz. Ne dalvez ket d’in chom pelloc’h da lavaret d’eoc’h pegement ez oant eürus.

Hogen en em gavout a reent c’hoaz gwall-zinerz gant an diouer eus a galz traou a yoa bet red d’ezo gouzanv er bed-ma ; skuiz e oant ivez gant an hent o doa ranket ober eus an douar-ma d’ar bed-all hag, a-hend-all, chom a rea c’hoaz eun dra bennak war o spered eus ar spont o doa bet epad ar varnedigez. Hag abalamour da gement-se holl e kavent ebat kemeret o amzer evit mont eus lez-varn Doue