Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —

eus ket gwelet penaos ez oun bet saludet gant sant Josef ? »

— « Ha te, maouez, n’ec’h eus ket gwelet ar mousc’hoarz he deus great d’in ar Werc’hez ? »

— « Hag an elez o sellet ouzimp evel pa vijemp bet tud a ouen vras ? »

— « Hag an Aotrou Doue ’ta, en deus lavaret d’eomp : Ra viot deuet mat em lez, va bugaligou ! »

— « A ! va gwaz ker, eme ar wreg, ma welje ar re binvidik penaos e reer d’eomp brema, marteze e savje mez ganto da veza bet ker faeüs en hor c’henver. Na me a garfe gwelet o ardou !… »

— « Ya, ober a rafent beg moan, me gred, rak ne dalv ket d’ezo gedal beza digemeret ama evel ma ’z omp-ni bet. »

— « O feiz, nan avat ! eme ar wreg… Ya, mar vat sur !… Pep-hini d’e dro ; leal eo, mechans ! »

— « Ha koulskoude, maouez, lavar ama d’in, pet gwech ec’h eus-te grosmolet o welet eazamanchou ar binvidien, pa oa red d’eomp-ni dioueret eur bern traou ? Hag e lavares neuze : « Tiez brao o deus, ha dilhad kaer ivez, mitizien, mevelien, kement ha ma karont : netra ne vank d’ezo. Ha perak n’hon deus-ni ket bet hon lodig ivez eus an traou-ze ? Petra hon deus-ni great da Zoue ? » Sonj mat ac’h eus, n’eo ket’ta, va gwreg ? »

— « Ha perak, va den, digas an traou-ze war c’horre ? »

— « Evit digas sonj dit eus ar pez a lavaren neuze, eo an Aotrou Doue eun tad mat, e ro kement ha kement da bep-hini abret pe zivezat, hag ar re n’o deus ket bet o eürusded war an douar o devo anezi er baradoz, mar n’o deus great netra evit he c’holl. Ne felle ket d’it selaou ac’hanoun