tigoueze ganti rankout mont wardro eur c’hlanvour all, ar Breizad a gase ar pladig pell dioutan. Lakaat a rea adarre e benn etre e zaouarn, hag hen buan da Vreiz-Izel war nij. Netra n’helle ober d’ezan dizrei de vuez gwirion, nemet an hini he devoa touet gant skoazel Doue miret da Ivonaïg he muia-karet divroet.
Evito eo e pede ar C’hoar santez Anastaz, evit an daou grouadur-ze, — eus he oad, — a en em gare kement ha ker mat. Pedi a rea evito epad ar momejou dister a leze ganti ar preder a gemere ouz ar re glanv.
En despet koulskoude d’ar preder a gemere gant Kergelar, n’helle ket kas dioutan an dristidigez, ar velkoni a yoa oc’h her c’hrina. Fallaat a rea. Dont a rea da veza treut, en hevelep doare na jome mui nemet ar relegou anezan. N’en doa mui awalc’h a nerz evit disken e-unan eus e wele. Deuet oa da veza dizeblant, na wele mui netra, nemet marteze du-ze er pellder. Hag ar pez a yoa gwasoc’h, ne lavare mui netra divar-benn al lizer skrivet d’ar gear hag edo kement war c’hed anezan eun dervez bennak diaraok.
Ar medisin a heje e benn gwenn hag e skoaz ledan. O skriva e ursiou er gambr, e-kichen, e lavaras d’ar C’hoar :
— « N’hellan mui netra, va C’hoar. E spered hag e galon a zo klanvoc’h eget e gorf. Red e ve e gas d’ar gear buan ha buan. Ne welan ket e ve eun dra bennak-all da ober. »
Ar C’hoar a zonjas e raje mato skriva a-nevez da Ivona, o kredi e oa bet kollet al lizer kenta. Kement-ma a zeblantas ober vad da Gergelar. Pedet he devoa Ivona da rei respont kenta ma c’hallje, hag e krede, ar C’hoar gez, ez aje gwelloc’h an