Kererault, ar gearik koant-se savet a-zioc’h an Treiz, ’leac’h m’edo e dad, e vamm, e vreudeur, e c’hoarezed…, nag ar groaz vean savet er c’hroaz-hent gant e dud koz… Eno eo e oa deuet e zousig Ivona, e vestrezig, da lavaret kenavo d’ezan ha da lakaat en e gerc’hen ar vedalen venniget e pardon diveza ar Feunteun-Wenn…
C’hoar Santez Anastaz a gemeras an hardiziegez da ober goulennou outan. Eun tammig e rusias he zal pa anzavas Kergelar d’ezi ar garantez dener hag eün en doa evit Ivonaïg. He ene gwerc’h a zaoulammas, hag e teuas d’ezi eur mennoz. Rei a reas he ger da Gergelar e skrivche d’ar plac’h yaouank. Dont a reas ar Breizad da veza laouen o sonjal en divije kelou hep dale eus e dad hag e vamm, hag ive eus Ivonaïg, levenez e galon, a yoa du-ze enkrezet oc’h e c’hortoz. Gant al lizer-ze, hep mar ebet, e viche ive eun tammig c’houez eus lann Kererault, c’houez Breiz-Izel.
O ! nag a vad a reas d’ezan ar zonj-se !
Setu m’en em gavas gwelloc’h epad eur zizun. Sevel a rea bemdez, hag ez ea da gichen an tân gant e vignoned. C’hoarzin a ranke awechou o klevet o, c’honchennou ; evel-se e kolle eur pennad an neuden eus e huvreou tenval.
Bemdez e c’houlenne gant c’hoar Santez Anastaz hag-en n’oa ket a gelou eus ar gear.
— « N’eus lizer ebet c’hoaz, va mignon ; hogen, arabad eo beza souezet a gement se ; n’eo ket eas brema kas ar c’heleier… Dont a raio marteze araok an noz ! »
Ha neuze penn Kergelar a goueze adarre war ar penn-wele. Koll a rea a-nevez ar c’hoant-dibri. Red e oa neuze d’ar c’hoar gez sevel huel he mouez evit ober d’ezan kemeret eun dra bennak. Ma