Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —


Aon he doa koulskoude evit unan hag a yoa du-ze, er penn pella, harp e wele oc’h korn an diou voger.

Eur Breizad oa, leun e spered a velkoni, pleget atao warann e-unan, hep ma taolche morse an distera evez oc’h lavarou farsus e amezien.

Ar c’hoar a yoa nec’het bras gant an dristidigez a zalc’he da jom war e dal.

— « Red eo didua e spered dallet gant sonjezonou tenval, a lavaras a louzaouer. »

Hag ar c’hoar baour a rea ar pez a c’helle evit laouennaat ar Breizad.

« Alo, Kergelar, kemerit ’ta eun tammig kalon. Setu m’eo serret ho kouli, hag ar paz a zo eat holl diouzoc’h. Lavaret a reer e vezo sinet ar peoc’h dizale, hag e c’hellot distrei d’ar gear a-benn nebeud. »

O sevel neuze e zaoulagad digor bras, evel pa vije o nevez-ober eun huvre, Kergelar a heje e benn. Eun dra bennak a lavare d’ezan ne dlie mui gwelet lanneier Breiz, ’leac’h ma c’houez avel sall ar mor e-touez ar balan hag ar brug ; ne welje mui