Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Klenved ar Gear


————


Er zal vras, ’leac’h e oa diou renkennad gweleou tud klanv, ar c’hoar Santez Anastaz a yea hag a deue, eun tavancher gwenn en he c’herc’hen. Bep eur mare e c’helled gwelet he dremm dous, disliv, glan evel hini eur werc’hez, ha madelezus evel hini ar vamm wella.

Mont ha dont a rea, hag ar glanvourien a yoa eun dudi evito sellet ouz ar c’hoar yaouank. Va Doue, ya, yaouank e oa zur, p’eo gwir n’he devoa ket ouspen ugent vloaz.

Deuet e oa da Zant-Romen gant diou pe deir c’hoar all da rei dourn da dud ar c’hlanvdi da brederia oc’h ar re vac’hagnet er brezel digernez a oa etre ar Frans hag ar Prus.

O veza ma kemere kalz a boan hep selaou morse mouez ar skuizder, e oa deuet a benn, azalek an deiz kenta, da c’hounit kalonou an holl. Ha neuze, he mouez hag a yoa evel eur muzik d’an diskouarn, he mousc’hoarz par da hini ar c’hoanta krouadur, a roe kalon zoken d’ar re a c’houzanve ar poaniou krisa.

Ar zoudarded keizen em gave eno en o eaz, me lavar. Goude beza bet e-kreiz an tân, tostik d’ar maro, ar baotred yaouank-ma a groge a-nevez er vuez, a zantent awalc’h o c’houeza adarre a-nebeudou en o gwazied.

Ar c’hoar vat a wele gant plijadur an nerz-kalon hag ar fizianz o tihuna e kalonou he c’hlanvourien.