Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/126

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 110 —

traou hiviziken. Tremen a reas en e gichen kement begad amzer a c’helle kaout da ziskuiza eus he labouriou tenn. Konta rea d’ezan mil ha mil sorc’hen evit e lakaat da c’hoarzin.

Lavaret a reas d’ezan eur vintinvez o tigouezout e kichen e wele :

— « Ne deuot morse a benn da c’houzout pe Seurt sonj a zo deuet d’in. Ne dalv ket d’eoc’h klask, rak ne gavot ket ; gwelloc’h e kavan lavaret d’eoc’h dioc’htu… Sonjal a ran el levenez ho pezo dizale o welet adarre lanneier Breiz-Izel — rak hep dale e teuio d’eoc’h o « kounje », — hag e viot eürus pa welot o tont warzu ennoc’h ar baotrez vat-se a roas d’eoc’h he ger hag he c’halon, du-ze, e kichen Kroaz-an-hent ! »

Mousc’hoarzin a reas gant kement a boan, ma oe mall gant ar C’hoar lavaret warlerc’h :

— « Eur zoudard kalonek eveldoc’h ne zeu ket da fallgaloni abalamour d’eun dervez pe zaou ma rank gedal… An nep en deus bet an enor da veza lakeat war roll « urz an deiz » hag a zo bet goulennet d’ezan medalen ar zoudard a c’hell beza ha bask awalc’h evit gedal eun nebeut derveziou. »

Eur skrijaden a levenez a dreuzas memprou ar c’hlanvour pa glevas hano a vedalen. Hag ar C’hoar a gendalc’has da lavaret :

— « Ar vedalen ho pezo, rak den n’her gounezas muioc’h egedoc’h… Pegement a fouge a vezo en Ivona pa vezo kazel ha kazel ganeoc’h !… » Eul luc’heden a lorc’h a dreuzas e zaoulagad.

— « Deuet eo ar poent da leina. Me va unan eo a zigaso d’eoc’h da zibri. Red eo d’eoc’h kemeret nerz mar fell d’eoc’h gellout mont d’ar gear dizale. »

Antronoz edo ar C’hoar o tont er-meaz eus he