Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —

Deuet eo ar pardaez-noz, ha brema e klev a bep tu ar c’hleier o tintal… o tintal ar glazou. Hag e teu sonj d’ezan eus e vreudeur yaouank, eus e dad, kaset gantan d’an douar benniget. E galon a deu da veza striz, hag ec’h esa lavaret an De profundis desket gantan gwechall war varlen e vamm.

Great en doa eur pennad brao eus an hent, edo zoken gant ar wenojen a gase war-eün d’e ger, pa glevas eur ganaouen e toull dor eun ti. Asten a reas e skouarn da zelaou, ha setu ama petra glevas :

« Pa sko ar maro war an nor,
« Stok er c’halonou ar c’hren-mor ;
« Da doull an nor pa deu’r maro,
« Piou gant ar maro a yelo ?

« Hogen, ne vec’h ket souezet
« Da doull ho tor mar domp digouet ;
« Jezuz en deus hon digaset
« D’ho tihuna mar doc’h kousket ;

« D’ho tihuna, tud an ti-man,
« D’ho tihuna, bras ha bihan :
« Ma’z eus, siouaz ! truez er bed,
« En han’ Doue hor zikouret !

« Breudeur, kerent ha mignoned,
« En hanv Doue, hor zelaouet !
« En hanv Doue, pedet, pedet,
« Rak, ar vugale ne reont ket !… »
.......................................................

Hag e welas, eur pennad goude, ar pentieg o tont davet ar ganerien. Eun aluzen a roas d’ezo o lavaret :

— « Evit an Anaon ! »

Ar zoudard a dizas anezo, ha e lavaras d’o zaludi :

— « Noz vat d’an anaoun ! »

Hag int i da zislavaret :

— « Ha noz vat ive d’ar re veo ! »