Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —

ter guzet gant bochadou gwez evlac’h. Hon zoudard a anaveze an holl draou ze, ha daoust ma oa seiz vloa abaoue n’en doa ket o gwelet, n’edo tamm ebet e spered en sonj ganto.

Setu hen o chom a-zav en eun taol krenn ; gwelet en deus du-ze an ti soul ’lec’h ema e vamm ouz e c’hedal seiz vloaz hir a zo

— « Ha c’hoaz, nan, emezan, n’ema ket oc’h va gedal er pardaez-ma ; gouzout a ra awalc’h e teuin dizale, ne oar ket avat an dervez ; n’her gouien ket va-unan zoken pa skriven d’ezi va lizer diveza… N’eus forz, muioc’h a ze a blijadur a vo ganti digemeret ac’hanoun. »

Hag o veza lammet e dog soudard diwar e benn ez eas buanoc’h, hep sellet oc’h ar bochadou lann ha brouskoad a gave alies war e hent.

En draonien du-ze, pelloc’hik, her gouzout mat a rea, edo tour hag iliz e barrez, ’lec’h e oa bet badezet, ’lec’h en doa great e bask kenta, ha ’lec’h ez aje da skoulma e galon hag e vuez gant kalon ha buez e vestrezig, Fransezaïg an Ti-all.

Kredi a rea e kavche e vamm azezet e korn an oaled, ar chapeled koz ganti etre he daouarn, pe marteze o tibri eun tammig souben an tri zraig gant eul loa goad, evel diagent…

En tu-all eus an oaled e kavche e c’hoar vihan, sur awalc’h… E c’hoar vihan a lavare ? Bihanik oa sur pa ’z eas hen eus ar gear, hogen dont a ra kalz a vent d’ar merc’hed oc’h ober seiz vloaz. Na c’hoarzin a rache o welet e varo, e galabousen, e gaboten, e vragou ruz !…

Ha war gement se hor Breizad en em roas da gana ken na dregerne ar c’harter gant e vouez skiltrus.

Petra eo eta d’ar c’hleier son ken truezus ?