Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Noz-veilh an anaon


————


Sonjit en ho tad, en ho mamm,
Er purkator e-kreiz ar flamm :
Va mab, va merc’h, ah ! selaouit !
En han’ Doue, hor zikourit !
(Eus Kantikou Kemper).


Kement ma a yoa d’an deiz kenta a viz du, da zerr-noz an dervez mara an Iliz gouel bras an Holl-Zent ha ma tigas sonj d’eomp eus hor c’herent a zo o leski er purkator.

Eur sutaden er c’horn-tro, hag e oe gwelet ar marc’h du o tont gant herr da jom a-zav dirak ti hent-houarn San-Tegonnek. Araok zoken m’o doa ehanet ahelou ar rodou da wigourat e weljod eun den yaouank o tisken, o lavaret kenavo d’ar vignoned o doa great hent gantan ; hag, o veza eat e-meaz an ti, o welet c’hoaz ar c’halabousennou ruz, e lavaras uhel :

— « Kenavo biken d’an arme ! »

Ha neuze, soun war e zivesker, e gasketen gantan war gostez e benn, hon den yaouank a yeas, gwech gant an henchou, aliesoc’h dre wenojennou evit en em gavout kentoc’h e Kreac’h-Kelen.

Kaer oa an traou a bep tu d’an neb a vije bet e spered gant oberou ar grouidigez. Eun sterig trouzus a rede he doureier d’an traon, a-dreuz ar roz hag an haleg ; al lapoused a richane o c’houblajou diveza araok kuzat o flun dindan an deliou melen ; ama hag a hont parkeier leun c’hoaz a zouladou, pe douarou alaret dare da zigemeret had eun eost nevez ; pelloc’h prajeier, koajou, keriadennou han-