Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/116

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —

rou, hag arabad e vezo d’eoc’h koll amzer ! En doare-ze ne vezo ket kalz a amzer etre an oferen hag ar gousperou, ha Satan, o fiziout war ar mar c’had ne vezo ket a brez warnan ha n’hello ket zoken samma an disterra eus va denvedigou keiz.

« Va bugale ger, ho tad oun, me eo a responto evidoc’h dirak Doue ; fellout a ra d’in ho kas holl davetan hep ma ’z afe nikun d’an ifern, daoust d’eoc’h da veza tuet da goueza ennan war ho penn. Doue, hep mar, a bardono d’in an taol finesa-ma a c’hoarian da Baolig, hag e kredan e teuio ho kalonou da deneraat o welet edoc’h ken tost d’an ifern. Evel-se bezet great. »

Adaleg neuze holl barresioniz Plogô a deuas da veza sent ; an tavarniou a zerras o doriou hag an hostizien a rankas mont da leac’h-all hag an iliz a deuas da veza re vihan evit digemeret an dud devot a deue d’an oferen ha d’ar gousperou bep sul.

An aotrou Kermadeg a zo maro pell bras a zo, ha brema, kredabl eo, a c’horre an nenvo en deus plijadur o sellet ouz korn douar Breiz-Izel a garie kement hag a zo bet tennet gantan evit atao eus a-dre skilfou an droug-spered.

Ha setu penaos e teuas ar c’hiz da gana gouspe rou dioch’tu goude an oferen-bred, da zeiz gouel Maria-Veurz.


————