Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/120

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —


Ober a rejont anaoudegez hed an hent. Evit la varet mat, en em anavezet ez oant gwechall, hogen keit a yoa n’oant ket bet e tu d’en em welet !… Setu ma ped ar zoudard anezo da vont gantan betek e di da gana d’e vamm Kanaouen an Anaoun.

— « Va mamm, emezan, klaoustre n’anavezo ket mouez he mab ! »

Peger souezet e pe p’en em gavas dirak al leur, o welet an ti sklerijennet, kaer hag an nor digor frank da beb-unan !

— « Va mamm, eme ar paotr, n’eo ket kustum da jom ken divezat war-zav ! »

— « Santet he deus, kredabl eo, ez oa erru d’ar gear ! »

Mont a reas e-unan, didrouzik, da zellet dre ar prenestr ; hogen ne reas nemet eur zell korn, rak aon en doa da veza gwelet eus an ti, hag e teuas da gerc’hat e vignoned chomet er-meaz eus al leur, evit kas anezo didrouzik betek dor an ti. C’houezi yen a rea, ar c’heaz, rak ne gleve netra o finval en diabarz.

Ar baotred a grogas evelato gant Kanaouen an Anaoun ; endra ma’z ea ar c’han endro ganto, goustad ha gorrek, ar zoudard a reas sin ar groaz hag a lammas didrous dreist an treuzou.

Edod o kana

« Breudeur, kerent ha mignoned,
« En hanv Doue hor selaouet !
« En hanv Doue pedet, pedet,
« Rak ar vugale ne reont ket !… »

Setu hene kreiz an ti, dallet gant ar sklerijen… Hag ar c’hân a gendalc’h atao da vont en-dro…

« Gant ar re hon deus-ni maget
« Edomp pell zo ankounac’het,
« Gant ar re hon deus-ni karet
« Hep truez ez omp dilezet… »