Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/109

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 93 —

E zremm a zeu da veza laouen. Savet eo en e goazez. C’hoarzin ha lenva a ra war eun dro o tibri ar bara-ze a gav meurbet c’houek :

— « Nag hen zo mat ! emezan gant nerz. Pebeuz sonj vat ac’h eus bet, mamm, ha pegement a vat a rez d’in ! M’am bije bet atao eus ar bara-ze da zibri… »

— « … Ne vijec’h ket klanv, n’eo ket ’ta ? eme ar « major » o tont, souezet bras o welet eur jenchamant ken trum. Me gred ive ! Ha p’eo gwir ec’h anavezan brema louzou ar c’hlenved-se a glasken parea en aner betek-hen, me a zo o vont da ober ar pez a zo em galloud evit m’ho pezo eus al louzou-ze kement ha ma kerot. »

Hag ar medisin a ya kuit hep teurel evez oc’h bennoziou an daou goziad a c’houie mat sur petra en doa c’hoant da lavaret.

Eiz dervez goude Gwenole a yoa en e di-soul o selaou trouz ar mor. Azezet e kichen e dad hag e vamm e tebre c’hoaz eus ar bara a zaveteas d’ezan e vuez.

C’houi, va Zalver Jezuz, eo ar bara-ze kuzet e Sakramant an Aoter !

Bara an nenv, bara ar gear, p’eo gwir eo an nenvou hor gwir vro !

Bara dreist pep bara, a zo ennoc’h an eürusded a glask hor c’halon !

Bara beo, n’hellomp ket beva hebzan, n’hellomp ket hebzan na treuzi na gouzanv poaniou an harlu !

O Bara mat ar gear, deuit da veza evit pep hini ac’hanomp ar bara pemdeziek !