Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Huvre aotrou Person Plogô


————


An avel a yoa krenv, me lavar, hag a c’houeze kalet o lakaat ar mor penfollet da redek hag an tarsiou da freuzi war ar renkennadou rec’hier a zo hadet etre enez Sun hag aber an Anaon. Klevet a read a bell ar sac’hadou mor oc’h en em deuler, gant eun trouz da vouzara, e Ifern spontus Plogô.

Unnek eur a yoa nevez skoet e tour krinet an iliz goz ; an aotrou person, Youen Kermadeg, a yoa en e bresbital o kas e japeled d’ar Werc’hez.

« Marvat, eme ar beleg santel war greiz pedi, ez ay adarre meur a hini, en noz-ma, da strad ar mor da eva eur banne. Pedomp mamm Doue da gas d’ezo keuz ha glac’har d’o fec’hejou a-benn m’en em gavint war dreujou ar bed-all. O Mari, Stereden lugernus ar mor, Patronez vat Breiz-Izel, pedit, pedit kalz evit ar bec’herien aheurtet-se ; grit d’ho Mab Jezuz ober d’ezo trugarez ! »

Hag e save e zellou nec’het war-zu skeuden ar Werc’hez krouet dinam.

An aotrou Kermadeg a yoa person e Plogô abaoue eun tregont vloaz bennak. Mat e oa evel eun tamm bara, ha digor d’an holl evel eul leor, en hevelep doare ma c’helled lenn en e galon o klevet e gomzou ; karet a rea e barrezioniz, evel ma kar e vugale ar gwella eus an tadou.

Gant e 430 den, gozik holl pesketerien, o veva war ar beg douar ze ken mac’hagnet gant ar mor, gant e zourradou avel fol1, Plogô a vije bet ar baradoz evit an aotrou Kermadeg, panefe ne gave ket Plogoiz troet a-walc’h gant ar relijion. Ar wazed