Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/108

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —

emaint aze tost d’ezan, hag al levenez a leunia e galon a ro d’ezan eun nerz nevez :

— « Deuet oc’h eta,va mamm… va zad…

Pebeuz eürusted evidon ! Nag aon am boa da vervel hep beza gwelet achanoc’h !… »

Mervel ! Lavaret en deus an dra-ze ! Douget en deus ar varnedigez spontus-se ha ne dle ket en dro ma c’hoaz dont da veza gwir evitan ! Nan, ne varver ket d’e ugent vloaz e kreiz kement a deneridigez !

Gant kalz a nerz eo e lavaront kement-se d’ezan. Al leanez koulskoude a deu adarre d’o c’haout.

— « Awalc’h eo evit ar genta gweladen, emezi gant keuz. Kredit ac’hanoun, lezit anezan brema. eur pennad e-unan ! »

Senti a reont dioc’htu evel bugale, hag ez eont kuit epad m’en em ro ar c’hlanvour da gousket reisoc’h eget kustum. Huvreal a ra, hep mar, en tour koz du ze, a zell oc’h ar c’houmoul o tremen, hag er mor bras a luskel bagou ar besketaerien.

Gwenole a zo dihun eur pennad ’zo pa’z eman diz roet Ivonig ha Mari-Anna. Ar c’housk hir-ze en deus great kalz a vat d’ezan. Finval, a ra eun tam mig hag, o veza lakeat e zourn war hini e vamm, e lavar evel pa oa bihan :

— « Mamm, m’em eus naon ! »

Mari-Anna en em gav nec’het. Nebeut goude, e tizolo he fakaden, hag e kinnig ar bara du d’ar paotr, o lavaret d’ezan :

— « Sell ’ta, va mab paour, petra ’m eus digaset d’it ? »

— « O, bara mat ! bara eus ar gear ! »

An hini a yoa toc’hor bremaïk eo a goms evel-se.