Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/100

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



BARA AR GEAR


————


(J. Clément en deus skrivet ar gontaden-ma e Almanach des Familles chrétiennes) :

Kement-ma a dremen en diskar-amzer. Erru eo ar stered da c’houlaoui e Breiz-Izel, ha dindan bolz sioul an nenvou, setu du ze eur blenen vras o repoz reiz evel eun oan ; ar mor divent eo.

A-veac’h ma klever trouz ar mont dont a ra hep ehan, henvel ouz alan didrous eur c’hrouadur morgousket.

Al loar lugernus a daol he sked war an tarziou-ze en hevelep amzer ma wenna lochen baour Ivonig, ar pesketaer. Evel-se eo hanvet er vro, daoust ma’z eus pell abaoue m’en deus gwerzet e vag hag e rouejou. Petra fell d’eoc’h ? Koz eo ar paour keaz Ivonig ! Deuet eo e vleo da veza gwenn erc’h. E ziskoaz a zo pleget muioc’h c’hoaz dindan ar c’hroaziou eget dindan an oad.

Ar mor, a ra neuz da gousket du-ze, n’eo ket bet tener outan, pell ac’hano !

Eiz vloaz a vo bremaïk, pemp pesketaer a bigne laouen en o bag evit mont da besketa. Ar beure a yoa dudius, tamm koumoul ebet en oabl ! Doare ebet e teuje arne dizale ! Seblantout a rea e tlient ober eun dervez eus ar re wella ; hag, e gwirionez, kalz pesked a deuas ganto. Hogen, evel ma c’hoarvez re alies, siouaz, gant ar mor, setu ma teuas da c’houeza en eun taol, dizavet gant ar gorventen a deue eus ar c’huz-heol. En noz-se, eur vag hepken, gant eun den e unan, a c’hellas, ne oe ket hep poan, tizout ar porz.