Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —


Gwreg ar pesketaer a nec’he o c’hedal.

— « Te eo, Ivonig ? » emezi gant enkrez.

— « Ya, » emezan o koms evel en despet d’ezan.

Ha hi adarre da c’houlen :

— « Hag hor bugale ? »

— « Beuzet holl, Mari Anna gez !… A ! va Doue ! o fevar ! »

O gouelvan en em veskas pell bras gant trouz spontus an avel foll.

N’oant ket aet holl gant ar mor koulskoude, rak gwelet a read eur paotrig e toull an nor. Gwenole oa, deuet da veza penher Ivonig ha Mari-Anna. N’oa ket, ar paour kez paotr, gwall-henvel ouz e vreudeur, a yoa bras ha krenv, e leac’h ma’z oa, hen, drouk-livet, fallik ha klanvidik.

Dindan an diaveaz disterik-se e kaver alies eneou Start ha kalonou mat. Gwenole a zeblante beza bet lezet gant e dud evit o c’hennerzi, o laouennaat en dristidigez vras ma’z edont.

Hag ar re-ma a roas d’ezan kement karantez, kement teneridigez a c’hellent da rei. Ar bugel a greskas oc’h eva a bep tu d’ezan ear c’houek ar garantez, o karet a greiz e galon an daou goziad-se ha ne vevent mui nemet evitan, o karet ar mor livet kaer gant liou glas an nenv, an nebeudig gwezo chomet c’hoaz wardro an ti soul, al laboused o richana er skourrou, ar roz o tispaka o liou fresk en tammig liorz. D’an traou-ze holl e lavare meur a wech bemdez : « N’ho tilezin morse ! »

Gallout a reer kredi ne vije eat morse eus ar gear, panefe al lezen. Houma a lavar : « Holl d’ar zervich ! »