Bragou braz ha chupen a vez great fae varnho,
Koefou evel e kear a ranker kaout hirio !…
Pep-hini oar ervad ar Brezounek, ar Feiz,
A bep amzer a zo Breur ha C’hoar en hor Breiz ;
Dre-ze taga unan a zo skei war eben ;
N’int ket hep her gouzout hon oll enebourien.
Ha gwelit goudeze penaoz e savarer
Koueriaded, bet er skol eur pennadik amzer,
War dachen ar marc’had a zraill tammou gallek,
Mez ho defe diskouez e c’houzont Brezounek.
Trec’het war gement-se ’teuer a nebeudou
Da zilezel ar Feiz, feiz nerzuz hon tadou ;
Setu eno, Breiziz, setu ar spered Gall,
Setu petra vefomp, ma na garomp diouall.
O va c’henvroiz ker, diouallomp da rei dorn
D’an enebour da skei krenvoc’h war an askorn ;
Ouz yez koz ar C’helted stagomp ’ta muioc’h-mui,
D’ar Brezounek enor ! Pep-hini en he di !…