Keit, pa daolomp eur zell war gartennou ar bed,
Nag a yezou maro, pe gand re-all mesket !…
Gwir eo eur brezel kriz varnomp zo dirollet,
Dont a ra euz Bro-C’hall eun avel penfollet,
Ouz hor yez benniget ar Gall zo e kounnar…
Ah ! mar galche d’an traon ar Brezounek diskar !…
Nan, nan, fazia rit, va c’hredit, tud dizakr ;
Setu eun arme grenv en-dro d’hor madou sakr !
Ar Vreiziz zo kalet evel mein an aochou,
Evel ar gwez dero ker stank en hor c’hoajou.
Klevet ran lavaret, — hag her c’hredi a ran, —
« Ar Feiz a zo laoskeet ! » Sklear eo da beb unan.
An denved zo taget gand bleizi gouez naonek ;
Peleac’h e ma ’r penn kaoz ? e peleac’h an abek ?
Teir eienen, me gred, da gement-se a zo,
Hep aon, hep kasoni, ama m’ho diskuillo ;
Evit hor Mamm-Vro Breiz mantrusa gwaligner !
A sko ken dizamant varnhi e peb amzer.
Ar politik direiz, evel eul loan gouez,
He deuz pelleat ar peoc’h, lazet an unvaniez ;
Eur gasouni c’hoero e skoliou hon amzer,
Eneb ar Brezounek er bugel a c’houezer.
Ha komz a rin ouspenn euz a giziou ar Gall,
A c’hounid hor measiou henvel ouz eun tann-goall ?