Beza zo tri ger kaer, c’houek meurbed d’ar spered,
Hag a ra d’ar galoun tridal gand eüruzded,
P’am euz ho lavaret e santan evel mel,
Seblantout a ra d’in klevet kana eun el.
Breiz, Brezounek ha Feiz, Treinded ar gwir Vreizad,
He Gredo, he armou da vare ar stourmad ;
Setu, hep fazia, nerz meulet hor gouenn koz,
Beteg eur pennad zo m’eo deuet warnomp an noz.
Breiz-Izel eo ar Vamm. — O ! pebeuz Mamm dener ! —
Pegement eo bet mad bepred en hor c’henver !
Gwelomp an digoueziou he deuz lezet ganeomp,
Hag oll bennoz d’ezhi a bouez hor penn kanomp.
Hor Mamm ’deuz bugale : ar Brezounek, ar Feiz,
Koz braz int evel-d-hi, koz braz hirio an deiz.
Tud zo a en em blij oc’h ho laret maro…
Fazi, va zudigou !… Beo int… Int a vevo !…
Doue a zo ganeomp. Penaoz keit amzer zo,
E chom ar Brezounek buezek ’vel ma ’z eo ?