— « Mab Doue eo, emezhi, a deuaz war an douar evit savetei an dud ; hogen, her staget ho deuz ouz ar groaz. » Al laeroun-vor a zellaz an heil ouz egile ; eur mennoz a dreuzaz spered unan anezho, hag a lavaraz : — « Penaoz ec’h euz-te gallet en em viret dioc’h ar maro, pa ’z eo beuzet ar re-all oll a ioa ganez ? — « Abalamour, emezhi, ma karan anezhan ; na zonjen nemed ennhan ; setu perak pa ’z eo eat ar vag da strad ar mor, hen he-unan eo en deuz kroget em dorn evit va digas beteg ama ; galloud en deuz da ober kement a blij d’ezhan, peo gwir eo Mab Doue. » An hini hen doa great ar goulen, hag a ioa er renk kenta azezed war ar bruk a zavaz goustadik epad ma komze Gwennik, ha pa he doa ehanet da gomz ez eaz kuit d’ar c’haloup, o teuler youc’hadennou spountuz, egiz pa vije bet he dreid en tan. An oll sebezet a zelle outhan. Her gwelet a rejont oc’h ober ardou evel eun den diskiant, o lammet war ribl an deven beteg ma ’z eaz diwar wel er pellder. An heol en dremm-well a veuze er mor. Den na grede komz ; oll ez oant strafuillet, aon a grogaz ennho. Gwennik a bede dirak ar beziou. Seblantout a rea gwennaat dre ma teue ar pardaez hag an noz d’en em astenn war ar mor hag ar reier ; ha pa zavaz evit mont d’he lochen, sked he zae a zeuaz da veza sklerijen. Ruzder ziveza an heol a varve. D’an ampoent Gwennik a daolaz he zreid en he zi, pehini a oe sklerijennet evel pa vije bet al loar ennhan. Pa oe |
Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/140
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
mouez reier plougastell