Gwennik, souezet, a ieaz d’ho heul. Edot oc’h enkanti kreiz an deiz, o lavaret ar beden d’an Doue Heol. Eun den koz, en he zav war ar roc’h, he ziouvreac’h astennet etrezek stereden an deiz, a lavare he rouantelez ; e harz he dreid, ar re-all, ho diouvreac’h astennet eveldhan a gane gand eur vouez nerzuz :
Neuze Gwennik a welaz perak hen doa Jezuz he bleinet war an aod. Pa oe echu ar pedennou d’an heol e kendalc’hjont da ziwiska ar re veuzet. Euz an huelder el leac’h ma edo, Gwennik a gredaz anaout anezho. Goulen a eure digand ar merc’hed petra vije great euz ar c’horfou maro ; war ho respount e vijent stlapet en eun aod tostik ac’hano, euz a be leac’h ar mor ho c’hasche d’ar pellder, Gwennik a c’houlennaz ma vijent douaret ; ar pez a oe aotreet d’ezhi adarre dre druez. Tost d’an toull great a ziaraok evit mamm Gwennik e weljor sevel eun toull-all ledanoc’h ha dounoc’h. Eno e oe diskennet korfou an oll dud veuzet, hag ar plac’h santel a lakeaz ive eur groaz war ar bez nevez. An dra-ma a c’houlenne eur ger skleridigez evit an dud dizesk-se. Eur vaouez her goulennaz. — « Evel-se vez great en hor bro-ni, a lavaraz Gwennik, abalamour Jezuz a zo maro war ar groaz. » C’hoant ho doe da c’houzoud petra oa ar Jezuz-se. |
Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/139
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123
santez gwennik