Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
125
santez gwennik


goloet an douar gand tenvalijen an noz, ar sklerder-ze a zeuaz en eun taol da veza evel tan an heol. An heil goude egile, ar wazed chommet e kichen ar beziou a gwitea sioulik evit mont da guzat e dounder ar c’hoad. En deiz-se n’ho d’oa ket evet, ha dre-ze oant sur e welent mad ar pez a dremene dirazho. Ouspenn-ze ar bugel he devoa lavaret d’ezho traou souezuz braz ; unan anezho en doa kollet he skiant vad oc’h he zelaou. An amzer a ioa pounner, hag evel c’houez doareou fall ganthan. Eur pennadig goude na jomme mui den na wardro ar beziou, na war an aod.

En deiz warlerc’h, Gwennik a oe Santez.

Dont a reaz abredig er meaz ; hag e vea na wele den na war an deven na war an aod e teuaz da zaoulina e kichen he zud ker. Chom a reaz pell da bedi. Abalafin e klevaz trouz adreg he c’hein.

Kardek oa, hennez hag a oa tec’het en derc’hent evit mont n’ouiet dare da beleac’h goude beza klevet ar bugel o komz. Brema oa dizroet, hag digouezet en he c’hichen e stouaz d’an daoulin hag e stardaz he vuzellou war dreid gwenn ar werc’hez. Goude beza he c’halvet dre he hano n’he doa goulskoude klevet biskoaz, Gwennik a lavaraz kement a dremene en he spered. Aliez, epad ma komze, an eonenner-mor a skrije. Gwennik a lavaraz c’hoaz :

— « Perak, Kardek, ec’h euz gwelet epad an noz, ha perak e welez c’hoaz er mintin-ma ? »

An den a zavaz he benn hag a ziskouezaz he zaoulagad leun a zaelou ; seblantout a rea goulen truez ha trugarez.