Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —

Tenna reas eus e vruched eur yalc’h ler stag ouz e c’houzoug evel eur skapular ; hag eur pez a eiz real a lugernas en e zourn hag a gouezas en eur zini ebars er c’hef.

Fanch a yoa mantret.

— Va den mat, emezan, penaos e c’hellit-hu dioueret eur pez arc’hant egiz-se ?

— Ne zioueran netra, eme ar paour, ar pez-se em eus kavet hizio, ha re-all gantan. Evel n’ouzon ket anaout ar perc’hen, e roan eul loden d’ar Werc’hez en e hano, hag ar rest a zalc’han evidon.

— Me just, eme Fanch, eo em eus grêt ar c’holl : eur pez ugent real ho peus c’hoaz, eur pez kochet…

Ar paour a ziskouezas e bez, kochet oa. Ouspenn, an dra-ma a dremene en eun iliz, el leac’h n’eo ket brao lavaret gevier. Kinnig a reas ’ta da Fanch e bez kochet, e bez dek gwenneg hag ar mouniz.

— Nan, satordalle ! eme Fanch, a zaou-hanter, mar plij !

Hag ez ejont o daou d’an ostaleri da zibri ha da ranna an arc’hant.

Fanch a zigouezas er gêr abret.

Pa c’houlenjot digantan peseurt foar a yoa bet. — Foar ar godellou toull ! eme Fanch. Me oa toull va godel ; ar varc’hadourien saout, kezek, moc’h, amann…, a oa toull o godel ; eur paour hepken am eus kavet en iliz ha na c’hoantae na pec’hi, nag en em vesvi, na laerez ; hennez n’oa ket toull e c’hodel, rak n’en doa hini ebet.

Ao. GUILLOU
Beleg.


————