Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —

c’hezek lard a zave er vann, ar re dreut a jome sioul, ker sioul hag an hini en doa grêt ar gavaden.

Fanch a reas war hed tost tro kêr da heul an taboulin, hag evel m’en doa klevet lavaret oa anet diouz an drem (vizaj) anaout eul laer, e sell piz ouz an holl, e kave d’ezan zoken edo liou ar groug war meur a hini, mes ne grede ket mont larkoc’h.

— Alo, eme Fanch, pa wele e poanie en aner, satordalle paouezomp !… Kenavezo, pez kochet !… Kenavezo, digoch !… Mont a ran war yun da welet peseurt labour a ra an dud-all !…

Edot en e gichen o klask gwerza eur vioc’h ; gevier a zizac’het eus an eil kostezen hag eben. Unan a c’houlenne kalz re, egile a ginnige kalz re nebeut.

— Sator ! eme Fanch, c’houi ive a zo toull ho kodel, pa glaskit noazout d’ho nesa !

Eur pennadig larkoc’h edo merc’hed an amann, eur chaok spontus ganto, hag o klask lakât da lentaat ar re n’oa ket eveldo dir war o fas…

— Sator ! eme Fanch, c’houi ive zo toull ho kodel !

Larkoc’h edo ar varc’hadourien kezek ; ar geriou bras a fuc’he, a groze…, lavaret a rachac’h e vichet o prena eur jeo d’an diaoul da jarreat tud daonet…

— Satordalle ! eme Fanch, c’houi a zo ive toull ho kodel !… War ugent skoed a c’hounezit e kollit kant gwech hoc’h ene !!!…

Erfin Fanch a skuizas hag araok mont d’ar gêr e c’hoantaas mont d’an iliz da zaludi ar Werc’hez, da lavaret eur Bater hag eun Ave. E-kichen ar c’hef ez eas war bennou e zaoulin. Eur paour kez koz a yoa en tu-all gant e japeled. Fanch a zelle outan… Dioc’h kostez Gwiniventer e tu bennak e ranke beza diouz e wiskamant, ma c’heller da vihana henvel gwiskamant eun dournad truilhou a yoa war e dro, rak edo war gorf e roched, ha c’hoaz peseurt roched !…

Ar paour pa oe echu e beden a deuas warzu ar c’hef.