Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —

Siouaz ! Siouaz ! Kant gwech siouaz ! goullo oa ! toull oa ! daou viz Fanch a deue er mêz… E arc’hant paour a yoa eat kuit koch-digoch dre ar memes hent.

C’houi, kredabl, a viche fallgalonet gant eun hevelep tôl ; peadra a yoa. Fanch avat ne reas nemet leuskel tri satordalle ! c’houek hag a greiz kalon, ha skrabat e benn evel m’hen divije kollet e grib abaoue eur miz.

Mont a reas war eün da dachen ar moc’h, hag e selle, ha, respet d’eoc’h ! e turie gant e zaouarn.

— O c’houennat petra emaoc’h aze, va den mat ? a lavaras unan bennak d’ezan.

— Satordalle ! eme Fanch, n’eo ket o c’houennat, oc’h hada eo oun bet, siouaz ! evidon. Eur pez ugent real kochet, unan a eiz real digoc’h… M’ho peus o c’havet, m’ho ped, en han’ Doue, roit anezo d’in !… Ne reat nemet c’hoarzin.

— Bah ! Bah ! pôtr koz, eme an dud, tremp nevez a ’zo aze, diwana raint a-benn bloaz !…

Mont a reas da dachen ar zaout, hag e kollas e boan ; da dachen ar c’hezek, hag e oe respontet d’ezan :

— Bah ! bezit dizoursi, ne jomint ket er mêz dindan an amzer, kaout a raint lojeiz !

— Koulskoude satordalle ! eme Fanch, eun den a guzul vat bennak a dle beza er gêr-ma ! Mont a ran da gaout an aotrou person.

Dioc’htu e oe digemeret.

— Aotrou, eme Fanch, me a zo toull va godel ; kollet em eus eur pez ugent real kochet hag unan a eiz real digoc’h !… Petra rin-me brema evit o c’haout ?

— It, eme an aotrou person, da gaout an tabouliner, hag it buhan, rak er c’hêriou an arc’hant a gouez a zo askellet.

Setu ’ta an taboulin en dro diwar-benn arc’hant Fanch, ha Fanch e-kichen o tiskouez tri biz dre doull e c’hodel, rak dre lakât alies e vizied eno en doa frankaet an digor. O klevet an trouz, ar zaout a heje o fenn, ar