Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —

zek. Edo eno pa zonas an Angelus. Fanch a yoa kristen mat, a dennas e zegovi hag a ziskouezas e vleo gris adarre eun nebeut poultrennet.

— Eun tamm boued brema ! eme Fanch. Hag ez eas warzu eun ostaleri. Edo o kompren ennan e-unan an dispign a dlie da ober… daou wennegad bara, daou wennegad souben, tri gwennegad kig, pevar gwennegad gwin, hag…

Fanch a lakea e zourn en e c’hodel zeou ; eno e kave d’ezan beza lakêt hag ar pez kochet hag an hini digoch, hag ar re-all… Siouaz ! Siouaz netra ebet er c’hodel !… Goude-ze ez eas d’an hini gleiz.