Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —


Goude-ze Fanch a zoubennas, hag e jileten vanchek dindan e gazel, e gorn en e veg, en em lakeas da dreuzi ar bourk ken drant ha pôtr yaouank ebet.

— Ata, Fanch, a lavare an dud, mont a reer ’ta ?

— Ya, ya ! eme Fanch.

— Asa, Fanch, eme re-all, n’oar ket korbezen hizio ?

— Tra, tra ! eme Fanch.

— Petra, Fanch, eme eur miliner a yoa o karga daou pe dri leue, ne vezo ket eur banne… eun tammig sao ? »

Fanch a zellas a-dreuz ouz va frenestr, rak gouzout a rea ne garan ket kalz ar saoiou. Kloz oa pep tra. Setu Fanch en ostaleri hag ac’hano e kar ar miliner. Ma savas marvailhou, n’eus ket ezom d’hel lavaret, ar vilinerien a zo touchennet mat o zeod, ha farouel Fanch goude eul lipaden a yea ive kempen en dro.

O c’hoarvezout e Landi e tiskennas ar miliner hag e amezeg ; an daou leue ive a deuas er mêz war bouez o divesker. Ar miliner a ranke paea ar gwir evit an daou leue, ha Fanch, pôtr brao, na petra ’ta, a baeas adarre ar gwin d’ar miliner.

Setu Fanch e kêr. Evit gouzout an eur e sellas ouz horolach an iliz, hogen ne c’houie ket kalz dioc’h an traou-ze ; an nadoz hirra a yoa war bemp, ar verra eun tammig en tu-all da nao.

— Satordallik ! eme Fanch, setu aze diou nadozen ha n’int ket evit en em glevet ! Ma vichen-me horolacher, ne viche nemet eun nadozen war ar rond gwenn-ze, ha neuze an holl a welche sklêr an eur. An heol, setu eno eun horolach !… Nadozen ebet warni ! Setu eno eun dra grêt diouz ar baizanted !… Bah ! Bah ! eme Fanch o vont larkoc’h, nav eur eo, en gros, perak chipotal ?

Petra reer en eur foar pa ne vez netra da ober ? Evidon-me n’her gouzoun ket, Fanch avat her gouie.

Da genta ez eas da dachen ar moc’h hag e varnas pep unan hervez e galite, hervez e vent hag e gig. Goude-ze da dachen ar zaout…, goude-ze da dachen ar c’he-