Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —


An daou vartolod breton


————


Brema ez eus eun neubeut bloaveziou [1], eul lestr (eur brik) a yoa loc’het eus kêr Alexandri evit mont da Smyrn. Al lestr-ze n’oa ket henvel oc’h listri Frans ; eul lestr grek oa, kemeret gant ar Fransizien diwar goust al laeron-vor a zo bandennou anezo er c’hosteziou-ze. Pemzek martolod hag eun ofiser a yoa laket e penn al lestr-se kemeret war forbaned ar C’hres. Mes al lestr-ze n’oa netra a-zoare war e dro, hag evel-se n’hellas ket heuilha eul lestr-all brasoc’h a yoa loc’het er memes amzer gantan, hag a en em gavas hep dale dilezet

e kreiz ar mor bras. Dont a reas an noz du ha

  1. Er bloaz 1827.