Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —

giniden a grogas er zugellou. Ha yao ! ker buhan hag avel. Ar wetur a dapas douar e-kichen ti eontr ar baotred yaouank. An daou vreur a gavas eno o loaned a zeblante beza ouz o gortoz. Ouz dibr marc’h Seven e oa yalc’h henma hag e vantel, mes ar yalc’h a oa teurennek hag ar vantel goloet gant perlez aour.

Sebezet, na petra ’ta ? Seven a droas war-zu ar wetur da c’houlen digant e loenedigou petra oa an dra-ze. Ar wetur ne oa ken eno, hag e leac’h ar wespeden, an nadoz aer hag ar giniden, ez oa tri eal lugernus.

Hag an daou vreur koueza war bennou o daoulin. Neuze, eun eal, an hini kaera ha gwisket ar splana, a lavaras da Zeven :

— N’az pez aoun ebet, te hag a zo mat da galon ; rag ar vaouez, ar bugel, an den koz e teuz great vad d’ezo a oa ar Werc’hez Vari, ar Mabig Jezuz ha sant Jozef. Ni a zo bet roet d’it da gas da veaj da benn. Brema pa’z out digouezet, ni a ya en dro d’ar Baradoz. Kenavezo !

Hag hen da Nik :

— Bez sonj eus ar pez az peus gwelet ! Gra vad d’ar paour.

Hag an tri eal digeri o diouaskel ha nijal kwit o kana an Alleluia.


————