Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —

hag e deir vignounez. An daou erer avat a oa o vont da blanta o skilfou e Seven, mes dallet e oent gant flem dir ar wespeden. Houma a nijas etresek ar rounfl a oa bet dihunet eus e hunvre gant skrijadennou e zaou vevel, hag hi a skei warnan. Ar giniden a zeuas hag a dapas anezan en he gwiad dir. Gervel e zaou vevel a reas ar rounfl ; ar re-ma a ziredas, n’eo ket d’e zifenn mes d’e zispenn. Dibri a rechont ar rounfl a dreuz d’ar wiad dir, hag e krevchont : kik rounfl a laz.

Ha Seven da ziliamma e vreur ha da bokat d’ezan. Great e labour gantan, ez ejont er meaz. An nadoz-aer hag ar wespeden a oa eno, sterniet ouz ar gaoued, a oa brema eur wetur gant ar graouen hag ar vezen da roujou. Hag int lavaret d’an daou vreur mont er wetur. Ar