Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

e peleac’h e touarimp ? » N’en doa ket aon avat, pell pell ac’hano. Tremen a rejont dre douez an heol, al loar, ar stered, ha setu hi dirag dor ar Baradoz, hag ar votezig da jom krenn a zav.

— Tok ! Tok !

— Piou a zo ? eme sant Per hep digeri.

— Me eo, Jakig Lagad-du eus a Landerne.

— Alo, mat ! Mes evit dont ama e ranker beza glan ; diskouez d’in da baperou dre riboul ar c’haz !

Ha yao ! Jakig o tiskouez ar votezig da zant Per dre riboul ar c’haz.

— O ! eme zant Per, seblantout a ra d’in ec’h anavezan an dra-ze !

— Gwella ’ze mar d’eo d’eoc’h ! Kemerit anezi neuze !

N’eo ket te, da vihana, an diaoul a laeras anezi d’in ?

— O ! nan da ! Me eo Jakig Lagad-du eus a Landerne, hel lavaret am eus d’eoc’h.

— Mat, neuze, Jakig, va mignon, deus, ha ra vezi digemeret mat er Baradoz !

Jakig a yeaz ebars. Sant Per a yoa kel laouen, ma lammas gantan a dro vriad da bokat d’ezan eus an daou du. Ar votezig great gant sant Krepin a yoa bihan eun tamm hag a gigne e droad da zant Per, ha setu perak oa kel laouen o kaout an hini goz a yea ker brao dioc’h e droad.


————