Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


NEDELEK AR SKOLIOU


————


Diw heur eo gant noz Nedelek, an nozvez santel.

Ehanet eo ar c’hanaouennou ha mouget ar gouloueier en iliz parrez ; e pep leac’h eo ledet a nevez mantel an denvalijen. An oll davarniou a zo serret (parrez eürus !) ha pep hini a zo distroet d’e c’hlud.

E kraouig ar c’hinivelez koulskoude, Jezuz a zo dihun ha setu hen o koms ouz ar Werc’hez e vamm.

— « Mamm, emezan, poent eo d’eomp mont da ober hon dro vale. Kalzik tiez hon deus da welet