Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

amzer da ober eur sec’ha d’ar c’houezen a zivere dioc’h e dal.

Red e oe d’ar paotr chom a-zav e-kichen dor an ifern. Ar porsier en doa savet e forc’h hag a ginnige sanka anezi en eun tu bennak.

— « A-zav ! emezan, n’eot ket pelloc’h ! »

Ar votezig a skoas daou daol gantan war e ziou jod, ken e teujont da veza rusoc’h eget he boulouz. Ar paotr faro a lezas e forc’h da goueza d’an douar.

Krik ! Krak ! ha dor vras an ifern a zigoras anezi he-unan evit lezel paotr Landerne da dremen gant e votezig.

— « A ! emezan p’edo er meaz, n’eo ket ken tom ama, gras e kavan ! »

Hag ez eant atao gant tiz.

Ar Purkator ? netra ken nemet tremen dirak.

— « Ha piou c’hoar da beleac’h ez eomp ? Piou c’hoar