Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 238 —

ha penaos e teu an tan da deuzi an aman ha da galedi ar viou ?

— E feiz… ne ran ket da ! a respontas ar paotr nec’het bras.

— « Na me ken nebeut, eme ar manac’h gant fouge… Gwelet a ran koulskoude e kredit en elumen viou, hag e kavit mat enezi. N’eo ket gwir ? »


En dizro eus Lourd


Eul labourer douar diwar dro Skaer e Bro-Gerne, a yoa o tizrei eus Lourd ; laouen oa evel kement hini a zizro ac’hano… Hag e tisplege gant plijadur d’ar re a yoa en e gombod henthouarn, an traou dudius en doa gwelet et kear dispar ar Werc’hez.

Eur medisin yaouank a yoa o selaou en eur c’hougn. Mousc’hoarzin faeüs a rea o klevet ar «paour a spered », re zouget da gredi, war e veno. Hag hen o lavaret a greiz tout :

— Neuze ’ta, va den mat, hoc’h eus gwelet pareansou ?

— Ya da, Aotrou, gwelet em eus pareansou…

— Ha ped, mar plij ?

— Diou, Aotrou !

— Diou ?… Ha ped klanvour a yoa ’ta ?

— Ouspenn daou c’hant, Aotrou…

— Ouspen daou c’hant !… Mat, red eo lavaret neuze n’eo ket ho Kwerc’hez gwall c’halloudus pa ne c’hell ket parea kement hini a ya ker pell-all d’he fedi !

— O ! eo, Aotrou, gellout a-walc’h a rafe… Hogen, ar Werc’hez a zo gwelloc’h, madelezusoc’h eget an dud ! Klask a ra mad an holl… Ma teufe da barea an holl