Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/245

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 239 —

glanvourien, ar vedisined ne zalefent ket da vervel gant an naon… hag an dra-ze, kredabl, ne vije ket dioc’h ho toare ?…


Ar penn-azen


Klevet em eus ober hano eus eur c’houeriad hag a c’hoantea gwelet Pariz, eur wech en e vuez ivez.

Mont a reas, ha peadra a gavas eno da zigeri e c’hinou, me lavar deoc’h. Fellout a rea d’ezan gwelet pep tra, an embannou war an tiez-kemwerz, ar varc’hadourez a yoa e pep stal.

Kaout a reas eun den azezet e-unan oc’h eun daol skriva.

Aotrou, emezan evel eur glapezen, livirit d’in, mar plij, petra werzit ?

Ar skrivanier a lavare outan e-unan, edo o vont da gaout tro da ober eur c’hovad c’hoarzin diwar goust Yann Gouer.

— Gwerza ran, emezan, pennou azenned !

— E feiz, neuze, eme Yann Gouer, ho peus gwerzet eun toullad brao hizio, rak ne welan mui nemet unan en ho stal !!!…

Hag hen er meaz hep goulen an heur.


El leac’h ez eus hano eus kostou Adam


En henchou-houarn e weler hag e klever kalz marvailhou. En deiz-all ez oa eun nebeut beajourien en eur