Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 166 —


Merc’h ar “bunision” he doa eur breur ganet araok an dispac’h (Revolusion). Deuet en oad da veza soudard e c’houlennas digant e dad ma vije prenet evit chom er gér. An tad a yoa e tro d’hen ober, rak pinvidik oa, hep m’o divije e zanvez koustet gwall ger d’ezan. Mes ne glaskas ket miret ouz e vab da vont da zoudard. Gwelloc’h e kavas miret e arc’hant eget miret e vab.

Goude beza tremenet eun nebeut miziou en arme e tistroas d’ar gêr, poan d’ezan chom en e zav, kement oa dinerzet gant ar skuisder hag an dizursiou. Dont a reas, eme an hini a skriv an dra-ma, [1] dont a reas evel bleinet gant Doue evit kastiza c’hoaz muioc’h-mui eun tad hag eur vamm ken dinatur.

Eun abardaez edo e dad war dreuzou e zor ; gwelet a reas eun den o tont war eün d’ezan, beac’h gantan en em stleja.

— It ebiou, diaveziad, it ebiou ; ama ne roer ket !

— Her gouzout a ran ! a lavaras ar beachour.

Ha koulskoude e tostea ato.

Ar wreg a deuas ive.

— Petra c’hoari… emezi drouk mort enni, petra c’hoari gant ar paour-ma ?

Ar “paour” a ye ato, en eul lavaret :

— N’anavezit ket ac’hanon ? Me eo ho mab koulskoude…

— Ni grede oas maro, eme an tad ker yen ha ker sklaset hag ar mean a yoa dindan e dreid.

— Sell, a lavaras ar vamm, bet ec’h eus eta da gonje ! Hag evit pegeit ?

— Evit ato ! eme ar zoudard.

— N’eo ket posubl ? a lavaras an tad ; ni zo eat da

baour, ha ne c’hellimp ket derc’hel ac’hanout.

  1. Paul Féval, kredi a ran. (Klaoda).