Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/173

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 167 —


— O bezit dichal a gement-se ; n’ho pezo ket d’am derc’hel pell bras, rak dizale am c’hasot d’ar vered… Ne deuan ket da jom d’ho ti, da vervel eo ! eme an den yaouank. Va mamm, sec’hed am eus !…

Ar vamm a c’halvas ar verc’h ; ar verc’h, ken nebeut, n’anavezas ket he breur.

Eun dervez bennak a-c’houdevez e fallaas d’ar pôtr. O c’houzout ervad e teue ar maro d’an daoulamp e reas gervel e dud, hag e lavaras d’ezo :

— C’hoant em boa e vijec’h testou eus va maro. C’houi eo ho peus va lazet ! Gwelloc’h ho peus kavet eun tammig aour eget ho mab, hag ho peus hen lezet da vont kuit ; ha pe seurt kelennadurez ho peus roet d’in evit va miret dioc’h an droug ? Diskoaz em buez