Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 165 —

ket er mêz evit se, rak gouzout a ra ar spont a skign a bep tu ar gwel anezi. Neuze e tremeno an nemorant eus an deiz en eur c’horn bennak eus an ti ; dioc’h an noz hepken ez a da ober eun dro er mêz.

Goude beza troet ha distroet e pad eur pennad, ez a war eur groaz bet diskaret d’an douar epad an dispac’h. Neuze e teu euz he genou eur youc’haden spontus ; he mouez skiltrus a vez klevet a-bell en despet d’an avel ha d’ar gwall amzer. Ar beachour sabatuet (souezet bras) a zelaou, hag e klev ar c’homzou divalo-ma : « Gwad ! gwad a zo red evit renevezi ar Republik ! » kanaouen a garie kement he mamm p’edo brazez ha pa ’z ea da welet dibenna ar gristenien vat.