Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 164 —


Merc’h ar bunision [1]


————


Epad an dispac’h vras, eun tiegeziad tud a yeas da jom d’ar Faouet (Morbihan). Eno, brasa ebat ar wreg oa mont bep mintin war dachen Bouffay, el leac’h ma veze dibennet beleien, noblans ha kristenien vat.

Na pebeus plijadnr eviti gwelet sevel ar c’hilhotin !

Ha pa goueze ar gountel vras war benn ar reuzeudik kondaonet e save war begou he zreid, he daoulagad a lugerne, a strinke tan gant ar blijadur, egiz daoulagad al loen gouez a za da zailha war e breiz ha da eva e wad. Strakal a rea he daouarn gant levenez ha yudal a-bouez penn : « Gwad ! Gwad an aristokrated ! »

Koulskoude ar vaouez-se a oe brazez. Lakât a reas war an douar eur plac’hig, pe kentoc’h eur grouadurez spontus da welet.

Ar plac’hig-se a zo heuzus evel kalon he mamm. Bez ez eo krouadur ar “bunision”. Diodez adalek he bugaleaj, n’he deus gellet deski netra, ne c’hoar nemet yudal evel ma rea he mamm. N’edo ket c’hoaz anezi war an douar hag e kleve ar c’hri-ze a loske he mamm.

Ha brema, da bep mare eus an deiz e ve klevet o youc’hal. C’hoant o deus he c’herent d’ankounac’hât an amzer dremenet o testum en dro d’ezo tud henvel outo, krouadur ar “bunision” a zo aze, ha ker buhan, pa zonjer an nebeuta, e vez klevet ar youc’h spontus-ze a laka ar joa da dec’het kuit hag an dristidigez da bara war benn kement hini a zo war al leac’h.

Diouz tôl, en deiz, en noz, eo ret mat d’ezo he c’hlevet. Kaer o deus klask miret outi da leuskel youc’hadennou,

ne c’heller netra. Mar bez skoet, bazatet, n’ez aio

  1. Skrivet gant Mab ar Bae (Alan Mari Drezen). Notenn gant Wikimammenn.