Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/167

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 161 —


— Arne zo arru, eme eur vouez, ne rai ket brao beza er meaz dindan an amzer fall a deu !

Ne felle ket d’ezo beza lezet da dorta e kichen an nor ! War zin unan eus ar pennoù brasa, an hini a gomze alies en hano ar vanden, an holl vicherourien a yeas er stal. O dremmou a verke ar gounnar, hag ar mestr-labour en doe aon ne fellfe d’ezo ober eun droug bennak ; esa o c’has er meaz a reas.

Ze oa awalc’h evit kreski an droug e korf an dud-ze hag en em lakaat a rejont da vrevi pep tra er stal, epad ma kerze kuit, ar prima ma c’helle, ar mestr-labour.

Er meaz, breman, ar pilh-c’hlao a goneze, al luc’hed a sklerijenne an ear hag ar gurun a strake.

En diabarz, ar vruzunerien a gendalc’he bepred gant o labour a zistruj. Seurt na veze espernet. Bresa reant pep tra evit ar blijadur d’en em « venji » ha da ziskouez d’o mestr e oant ar c’hrenva.

— Sell ! petra hennez, an tam traou-ze a zo ouz ar voger ? a hopas eur vouez e kreiz an trouz bouzarus.

Eur Christ an hini oa, hag a ziskoueze e oa kristen perc’hen ar stal. Ma vije bet er gear, sur awalc’h, en dije roet o goulen just d’e vicherourien. Ne vije ket bet ken piz-moc’h hag ar mestr-labour.

Eul labourer — Fanch ar Menn, e-unan — eur pennad baz-houarn en e zorn, a blantas eun taol pounner gant kroaz hor Zalver, hag he distagas krenn.

— Sellit ! ema deut d’an traon !… emezan.

Lod a c’hoarze ; lod all a zelle, mud, ouz ar C’hrist kouezet.

Eun darz kurun a groze, just d’ar mare-ze…

… D’ar mare-ze ive. Mari Janig, en he zi, a grene. Babig, epad pell amzer, en doa ouelet, gant an aon en doa rak ar gurun o strakal. Ar vamm, pleget azioc’h-han a c’hoarze outan evit e zisponta, e starde war he feultrin, ha nebeut da nebeut, kustumet eus an trouz, ar