Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 160 —

big, ar micherour a deue d’ankounac’haat, evit eur pennad, ar gasoni en doa gwestlet d’an dud en em lard diwar c’houezen ar bobl. Mes er stal-labour ar gasoni-ze a adkroge ennan, hag eno n’en doa ket sell trist e zousig hag a zisplije d’ezi seurt konchou, na c’hoarz tener e vugel da viret outan da wall-gomz eus ar re a ren eur vues re zibreder.

En devez-ze, d’an heur ma tigore ar stal, gant souez ar vicherourien a welas e oa kresket a galz al labour o doa d’ober ; eur marc’had en doa great ar mestr-labour, en hano ar « patron » eat eus ar gear, hag ar varc’hadourez a ranke beza prest d’an deiz merket.

D’al labourerien eta da boania muioc’h.

Mes ze na blijas ket da veur a hini hag en em glemm a rejont.

Ar mest-labour, da genta, na fellas ket d’ezan o zelaou. Penaos ! micherourien a grede lavaret eun dra bennak enep d’ezan ?

Ar pennou bervet a zavas neuze o mouez kalz uheloc’h.

— Paeamant vrasoc’h pe ni ne labourimp ket !

— Krogit da labourat ato, ha ni welo goude, eme ar mestr-labour, hag eun dra bennak a vo da rei d’eoc’h ouspen ho pae ordinal…

Ar re zioula eus ar vanden a oa prest da zenti. Mes ar pennou bras a nac’has krenn !

— Ta ! ta !… n’eo ket gant kaochou emaomp aman ! Ni, ne labourimp ket, la !…

Ar mestr-labour a nec’he. Petra d’ober ? Mar kizfe, al labourerien a lavarfe e oa plegik… ha pep galloud a gollfe warno ; hag hen, nevez erruet c’hoaz, a felle d’ezan en em ziskouez kalet ha stris evit e dud.

Keit ha ma chome ar pôtr da nec’hi, gwad al labourerien a verve !

— Ah ! ar pabor ne fell ket d’ezan plega !… Ni welo betek pegeit ez aï d’ezan !…